Mont d’an endalc’had

Hosni Moubarak

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Hosni Moubarak

محمد حسني السيد مبارك

Hosni Moubarak
Mohammed Hosni Moubarak poltred ofisiel
Deiziad ganedigezh 4 a viz Mae 1928
Lec'h ganedigezh Kafr-el-Meselha Egipt
Deiziad marv 25 a viz C'hwevrer 2020
Bro Egipt
Micherioù Soudard

Politikour

Sinadur
Diplomoù Akademiezh aerlu Egipt
Skour Islam sunnit

Strollad Broadel demokratel

Prezidanted Egipt

Mohammed Hosni Moubarak (arabeg : محمد حسني السيد مبارك), skrivet boaz Muhammad Hosnī Sayyid Selaaem Mubārak, raloc'h Hosni Mubarak (arabeg: حسني مبارك) pe simplaet e Hosni Moubarak, ganet d'ar 4 a viz Mae 1928 ha marvet d'an 21 a viz C'hwevrer 2020, a zo ur politikour a vro Egipt[1]

Is-prezidant republik arab Egipt pa voe muntret Anouar el-Sadat, kemer a ra e blas d'ar 14 a viz Here 1981, goude un dilennadeg e bodad ar bobl (parlamant). Hosni Moubarak a chom e-penn stad Egipt betek an 11 a viz C'hwevrer 2011 pa voe rediet da reiñ e zilez goude reveulzi Egipt 2011.

E miz Even 2012 e voe kondaonet d'an toull-bac'h difin en abeg da vuntroù, dieubet ez eo abretoc'h e miz Eost 2013.

Rebechet e vez d'e ren da vezañ bet unan taer hag enep frankiz ar geodedourien egiptiz, hiziv-an-deiz goude ma vije staliet Abdel Fattah al-Sissi e-penn Stad Egipt e sav ar soñj ne oe ket ken diaes an traoù dindan e ren evit bremañ[2]

Notennoù ha daveennoù